Etre al livañ hag an engravañ, labour Tomaz Godin zo evit plijadur bras an ijin, ur gwir bedadenn da veajiñ etrezek ul lec'h dianavezet. Ar sammad arlivioù deus e oberennoù a goll lagad an arvester da bep tu harzhoù spluius etre arz fetis ha difetis.
Evel ma lavaras Montesquieu e-barzh Spered al lezennoù diwar-benn an Ethos ha memes deus ar bolitikerezh, konditionañ a ra an hin pezhoù Tomaz Godin. Dour hag aer, aergelc'h bro Leon harzhet e su gant ar menezioù arre a ro d'an arzour ul livaoueg deus ar re awenusañ. A drugarez d'ul labour resis o vodañ perzhioù kimikel ur blakenn houarn ha barzoniezh dic'hortoz an enlouc'hadur e kompoz Tomaz Godin evel un doue, ur bed nivlennek komposet deus dremmwelioù faltaziet
Romain Arazm, France Culture
N'eus ket pell zo :
Dizkouezadeg pad e Diskouezva Tomaz GODIN : 25 streat ar feuteun wenn, 29800 Landerne
Dizkouezadeg hinienel Maner Keranden, Landerneau 2019
Dizkouezadeg hinienel, An egoraer, atalieroù ar gapusined, Brest 2019
Dizkouezadeg hinienel The Pig an Palm, Cebu City, Filipines, 2018
Krouañ un heuliadenn engravadurioù evit an UNESCO da heul klasifiadenn rannvro Champagne e Glad sevenadurel bed an UNESCO
Priz bras arzoù a-vremañ "An arz hag an danvez" Saint Pierre Les Nemours, Paris, 2017
Priz kentañ : Priz Bras Gallek-Australek Yves Hernot 2017
Priz kentañ : Priz Bras bro Leon 2017
Priz kentañ : Priz bras Kurun Brest 2017
Div wech priziet : Priz bras bro Leon 2016
Priziet e Tokyo Kyoto Osaka etrevroadel priz an enlouc'hañ 2016